Menez Athos (Όρος Άθως, Oros Athos e gresianeg pe, aliesoc'h, Άγιο Όρος Ayio[n] Oros, "ar menez santel") zo ur menez santel war ul ledenez e Gres. Emañ e proviñs Makedonia, e hanternoz Gres. Sevel a ra kern uhelañ al ledenez, anvet Menez Athos, betek 2 033 metr, dreist Mor Egea. Stag eo al ledenez ouzh an douar-bras dre ur strizh-douar izel.
Enni ez eus e-leizh a vanatioù eus an Iliz Ortodoks en em ren o-unan en un doare "republik manatioù" emren e Gres. N'eus nemet ar baotred zo aotreet da vont d'al ledenez ha d'ar manatioù.